Pajenn:Quéré - Kanaouennou Kerne.djvu/230

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
208


Estlamm ! Estlamm ! Pa velot, emezhan,
Ar pec’het e pe leac’h o tron,
Ha mouget ar feis ’ pep kalon,
Neuze ’r bed gwa d’ezhan !



Ma ve me ’ em bije, a berz an Env, kelou
Da vond dre ar bed-ma gant ludu ha daelou,
Evel ar Prophet santel Jonas !
Ma ve me em bije mouez ar moriou doun
Mouez ar gurun foll da vantri pep kaloun
Oh ! didammal ! me lakfe an oll feaz,

Estlamm ! Me a lavarje krenn :
Lakit evez, breudeur,
Setu a zioc’h ho penn
Peb reus, ha pep gwaleur !

Estlamm ! Estlamm ! Doue a zeu da skuiza
Gant hor pec’hejou, oh ! siouaz !
Piou ’ oar petra deuio, varc’hoaz
Ar bed-ma da veza ?



Marteze ’ kreiz ar stourm, diroll an avelou,
Koenv e’r mor, tan e’n Env ha strakl e'r goumoulou