Pajenn:Quéré - Kanaouennou Kerne.djvu/224

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
202


I


Pa vez laouen ar Bars, e oar dioc’h e gerdin
Distaga ’vel ma kar, soniou sklear ha lirzin ;
Allas ! pa zeu ar gual anken
Da waska he galon, da rechi he spered,
Neuz fors dezhan neuze pe don da gemered
Ne oar nemet hirvoudi ken !

Oh ! ne oar nemet hirvoudi,
Ar Barzik paour e’r velkoni ;
Ne oar nemet hirvoudi ken,
Ar Barzik keaz gant an anken !