Pajenn:Quéré - Kanaouennou Kerne.djvu/209

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
187

» Da c’hortoz e raffez brao,
» Starda da goff gant da bao. »
Hag hen da beuri a nevez.
Etre daou, eur bleiz a ziwez
Ha c’hoant ganthan, kaout kig azen.
— « Va mignon ki, deus da m’ difenn. »
Ar c’hi, puchet var he lost,
A respont : « Kemer ar post,
» Da c’hortoz ma savo da vestr.
» Dizual oud ha digabestr ;
» Galoup kuit d’an daou lamm ruz
» Ken a vezi eat a guz.
» Me ’ rank chomm da zeski iun
» Ken na vezo Jerom dihun.
» Leinet eo d’id ; petra ’ c’hedez ?
» Mar gra d’id Guillou re a brez,
» Distag ganthan eur ruaden
» Ken a velo nao stereden. »
Mez araog m’hen doa peur-gomzet
An azen paour ’ zo diskaret.

Kaloun galet ouz an estren,
A gouez truez e’n he c’herc’hen.
Dioc’h ma ri,
E kavi.