Pajenn:Quéré - Kanaouennou Kerne.djvu/208

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
186

Ar c’hi, puchet en he gichen,
A lavar dezhan evelhen :
« Te ’ vel ac’hanon, va mignon,
» O c’hlaourenna gant an naon ;
» En eur beuri, tro da gein,
» Ama, tostoc’h d’ar bern mein ;
» Va zamm-kreun, en eur mouchouer
» A velan stag var da dailler.
» Eaz e vezo d’in er paka
» Hag ober eul lein ar vella. »
Grik ebed a berz an azen
Re c’hoek e kave ar melchen.
— « E’n han’ Doue, mignon ker,
Distro eun tammik da dailler.
— « E’n ’ Doue, torr penn ma zoud,
» (Hag an dra-ma ’ dlefez da c’houd),
» Desk en em voaza da iun,
» Ken a vezo Jerom dihun.
» Souden e savo, m’euz douet.
» Pellik mad ’ zo e ma kousket.
» Pa zihuno, d’id e troc’ho,
» Euz an dorz ar pes a garo,
» Ha marteze, var ar marc’had,
» Amann e’n daou du, eun troc’had.