Pajenn:Quéré - Kanaouennou Kerne.djvu/195

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


AR C’HAZ HAG AR MARMOUS


————


Jilez an ormider, marmouz euz ar falla
Ha mignaon lip-dien, kaz euz ar re laerra,
Evel daou vreur, e’r memez ti,
A veve drant ha dizoursi,
Mignoun ar mestr oa dom Jilez
Ha mignaon mignoun ar vestrez.
Setu ama penaoz, heb beza kannet tamm,
E c’hellent, kouls pe gouls, ober meur a dro gamm.
Dom Jilez pa veze paket
Da virout na vije kannet
A zidostae, d’ar piltrottik,
A rea deg a deg siboudik,
A buche, var al leur-zi,
Kroaziet e zaouarn da bedi,
A rea kant ha kant mil ormid
Koulz pe wel hag eun tad ermit.
E’n eur skei var boul he galoun,
Atao en divize pardoun.
Mignaon eus e gostez, pa gleve c’hoez ar rost
Luch he lagad ha soun he lost.