Pajenn:Quéré - Kanaouennou Kerne.djvu/161

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


AR SKOUL HAG AN EOSTIK


————


Bea ’ zoa eur skoul glaz, tager euz ar goassa,
Hag a rea tro var dro eun distruj ar brassa.
Kaer ho doa ’r vugale, krial,
Evit hen dachoual,
Kaer ho doa mamm ha merc’h
Ober hu var he lerc’h,
Hag evit difen ho ier
Taol outhan mein ha bizier,
Atao, heb mankout tamm,
E kasse gant han e zamm.
Eun devez koulskoude, kaër hen doa fureta
Ne gave netra da blaouia.
Krak ha ber edo var iun
A dal ar zadorn bete ’l lun.
Epad ma nije, sioulik,
Sada ma kouez var eun eostik
Hag hen-ma, ma zo eun truez.
Da c’houlen out-han e vuez :
« Aotrou, petra ’ reot c’houi ganhen ?
» Croc’hen ha plunv ne gavot ken.
» Sellit : me a zo ken treudig
» Neuz ket ouzin eur begad kig.