Pajenn:Quéré - Kanaouennou Kerne.djvu/152

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
132

Hanter muioc’h e’r parkeier,
Hanter muioc’h e’r foenneier !
Peadra da gass d’ar marc’had,
Peadra e’r gear da chokad ;
Foen d’ar chatal ha dru ha dizale ;
Bara guiniz d’hor bugale !
Setu aze ’vad ar marvaillou
Hag a blij d’ar paot Guillou !
— Pa lavaran d’id, eme Golas,
Houn-nez kazerc’h eo a daolo !
Hag hen ho krena he ziouskouarn :
Kazerc’h ru, evel na velaz
Den biskoaz ;
Bremaik te a velo !
— Me lavar, me, eo glao eo a vezo,
Hag ezom braz a zo !
Eme gerkent ive ar paot Guillou,
Hag hen kerkoulz, savet var he gillou.
— Me ’ ]avar kazerc’h. — Me lavar glao !
Kazerc’h alesse ha glao ac’hann…
Evit mirout ne zafche kann
Mamm goz a ziguezas brao.