Pajenn:Quéré - Kanaouennou Kerne.djvu/151

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


AR GOABREN ZU


————


Sell ’ta, Guillou, sell ’ta du-hont
Na pebez goabren zu o tont !
Me a glaoustre ’zo goall gelou
Gant houn-nez e’n he bouellou !
Ia, houn-nez ’zo tan ha kazerc’h
Pe n’e ket me Kolaz.
Allas ! Allas !
Guinis, segal, nag hei, na kerc’h
Ne joumo netra var he lerc’h !
Ma ne d-eomp ket oll da anaon
E tizec’himp, sur, gant an naon.
Ia, d’ar bloa man, ia, ia en eun tol, ha raktal,
E z’eo great dehomp hor stal.
— Ha ! ha ! eme Willou
Leiz e vegin
O c’hoarzin,
Setu aze, avad, marvaillou !
Evid-on-me, ne velan ket perak
’Ve gant houn-nez kement all a strak.
Houn-nez ? glao ’zo gant-hi
Me lavar ; ha vad a rei
D’ar guiniz, d’ar zegal, d’ar c’herc’h, d’an hei.