Pajenn:Quéré - Kanaouennou Kerne.djvu/142

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
122


V


Lod plac’hed yaouank, a zo kaerroc’h,
A ia d’ar c’hafe ;
Ar guin-ardant, mar plij ganeoc’h
A deu goude-ze.


VI


Perag e tre darn priedou
E fuil ar guden ?
Ar c’hreg goude re gorvajou
A dor he neudenn.


VII


Avalou put, hirio, a weler
E meur a vezen !
An davarn e-leac’h an Aoter
Eo a ra ’r c’hrefen !


VIII


Setu ma zon ! guelit, merc’hed,
Ar guir a lavar.
Darn ac’hanoc’h, me a ziskred,
A jommo bouzar.