Pajenn:Quéré - Kanaouennou Kerne.djvu/133

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
112


IV


Meur a bobl ’ deus hen laket
E renk louz ar markenned,
Hag an hano a borc’hel
A zo eun insult marvel.


V


Penn-moc’h, a lar Madalen,
Da ian, leun e jigoden ;
Penn-moc’h, a lavar ar paour,
D’an dosten karget a aour.


VI


Red eo d’id, paour keaz porc’hel,
Dougen ha sparl ha minel,
Gouzanv kountel ar spazer
Da c’hedal hini al lazer.


————