Pajenn:Quéré - Kanaouennou Kerne.djvu/116

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
95


V


Guella ’zo, dious madou ’r bed-ma
Va c’haloun a zo distag mad ;
Teuzi va oll danvez hep gina,
Koueza paour hep gouela berad,
Guerza tok, guele, boutou,
Evit kaout, a govajou
Banneou.
Ia da, ia da,
Setu petra ’ ra,
Brassa vertus Jeromou.


VI


Pa vo peur-zibunet va c’huden,
Ha me rankout lamet e’r bail,
Ne glaskin na kroas na metalen
Me ’ gasso ganhen eur voutail ;
Gellout, e leac’h pateriou
Kana var choug an Ankou
Banneou !
Ia da, ia da,
Setu petra ’ ra,
Oll c’hoantegez Jeromou.