Pajenn:Quéré - Kanaouennou Kerne.djvu/110

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
91


VIII


Ma lavar kement a zelaou :
Biskoaz ne glevchomp ker kaër traou,
Heb gaou,
Biskoaz ne glevchomp ker kaër traou.


IX


Gra vad, gra plijadur, bepred,
Hag e kavi ’r guir eurusded,
Va c’hred,
Hag e kavi ’r guir eürusded.


X


Meuleudi ’n dud, bennoz Doue
Hag ar barados da c’h-Ene,
Goude,
Hag ar barados da c’h-Ene.


XI


Setu aze da gurunen,
Piou a gavo guelloc’h loden,
Biken ?
Piou a gavo guelloc’h loden ?


XII


En Envou Doue da baeo
Hag oll, e Breis, ni da veulo,
Ato,
Hag oll, e Breis, ni da veulo.