Pajenn:Quéré - Kanaouennou Kerne.djvu/106

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
87


IX. — Kervadiou


N’eo ket teod flour na koantiri
A laka ’r zouben da virvi.
Aour ag…


X. — Mari


Gwel eo kaloun vad a tener
Eget arc’hant leiz ar baner.
Morvan, tâl…


X(. — Kervadiou


Ia da frita laou ’r baourentez
Var bladen graz ar garantez.
Aour ag…


XII. — Mari


Gwel eo berrou var eun oaled
’vit, e’n ti, marc’h rouz eur pried,
Morvan, tâl…


XIII. — Kervadiou


Kov goullo a troad diarc’hen
A vousc’hoarz iud e ti eun den.
Aour ag…


XIV. — Mari


Da betra boutou lasenned
Evit pourmen kaloun ranned ?
Morvan, tâl koant
Eo va c’hoant.