Pajenn:Quéré - Kanaouennou Kerne.djvu/105

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
86


III. — Kervadiou


Du kein ar c’houmoul adarre ;
Daoust piou ’ dro ’n avel er giz-se
Aour ag…


IV. — Mari


Mab he dad zo Kervadiou
Ma n’eo a wen eo a liou.
Morvan, tâl…


V. — Kervadiou


Ha merc’h he mam eo Jaketa
Pa n’e sko, e rank flippata.
Aour ag…


VI — Mari


Mam ar verc’h, hed he oll buez,
A gavaz mouar er brankou drez.
Morvan, tâl…


VII. — Kervadiou


Kervadiou ’voa den a feson
’n hep hen disprij ’zo direzon.
Aour ag…


VIII. — Mari


Hag e vab ’zo koulz pe velloc’h,
En noz den ag a ve koantoc’h.
Morvan, tâl…