Pajenn:Proux - Bombard Kerne, 1866.djvu/75

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 64 —


Ann dud desket, me Iann al Loue,
A zo enouuz, war ma fe !
Komzed d’in ouc’h ann azenet !
Alanik, te zo dilostet !

Jakez zo bet tenner, gwech all,
Skei a ra biou boue m’eo gour-dall,
Ar poultr, me-z-an, zo dinerzet.
Alanik, te zo dilostet !

Klevid al lountrek, foeltr-bouellou,
Boue ma-z-eo poaz, tor ha stripou,
Na veul med ann dour binniget.
Alanik, te zo dilostet !

Breman p’eo moal, Mark Irvinenn,
A gri : bennoz dit peruken !
N’am euz, mui, na trousk na loenet.
Alanik, te zo dilostet !

Eur bouc’h koz, mogeded e fri,
A lavar, n’eur huanadi :
N’euz ken koantiri na spered.
Alanik, te zo dilostet !

Ar merc’het, gwech-all, oa flouroc’h,
Ho daoulagad oa kalz lemmoc’h,
Ho c’hoarzaden leun a c’henet !
Alanik, te zo dilostet !

Eur vriz-leanez, eur skrign-bek,
A grozmol n’he muzel varvek :
Ar botred, holl, zo zarpantet !
Alanik, te zo dilostet !