Pajenn:Proux - Bombard Kerne, 1866.djvu/31

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 20 —

Piou a gemero breman lod ebarz ma foanio ?
Piou a gomzo gan-in-me deuz ar gear hag ar vro ?

Hep-z-oun te ielo breman d’ar parreziou tosta,
Da bigosad al leuriou, barz el lajou-dorna ;
Hep-z-on te iel da c’hounid maout ar c’hourennadek,
Da chasa war rubanou ebarz ar varadek.

Keno ! Ma c’hazek velen, skanv evel eunn heiez,
Mistr evel ul logodenn, jentil vel eunn oanez ;
N’ez santinn ken, dindan-oun, gand ann hast, o tripal,
Ma daouarn mui ne stagind ar zaeien war da dal.

Keno ! Ma c’hi keaz, Mindu, ma leal kamarad,
N’efomp ken, dre ar c’hlizen, da glask roudou ar c’had ;
Na glevinn ken, er menez, da chilpaden skiltruz,
War ma dourn mui ne zantinn da deod garantezuz.

A benn eunn nebeud amzer, kalz a vignouned ien,
Barz er zoudard divroet, hep mar, ne sonjfont ken,
Mes da galoun te, Mindu, n’eo ket ken ankoezuz
Pell e ri c’hoaz va c’hanvou, gand da iezou klemmuz.

Keno ta plijaduriou, leuriou-nevez, prejou,
Nezadegou, nozvezou, foariou ha pardoniou,
Ebatou ker birvidik, biniou zard ha sklentin,
Na drido mui va c’haloun gand da zoniou lirzin.