Pajenn:Proux - Bombard Kerne, 1866.djvu/21

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 10 —


E pad eunn nozvez han,
Gand eurvad, e karann
Gwelet dremm gaer al loar,
Ar rouanez dispar,
Ar stered hep niver,
Hadet gand ar C’hrouer,
E giz da vleuniou tan,
Dre volzou ann hoabl splan.

Euruz oun, pa welann,
Ar valafennik skan,
Gant he c’hammigellou,
Pa nij, war ar bleuniou,
Pa glevann, er vojen,
Al labouset laouën,
O richana dibled,
O zon d’ho farezed.

Me gar, a nerz kaloun,
Kemend a zo gwirioun,
Iaouankiz ha glanded,
Galloud, ijin, spered ;
Gant truez e lenvann,
E dro d’in, pa welann,
Paourentez, dienez,
Gouliou, hag enkrez.

Kazed am euz bepred,
Pilpouzet, trubardet,
Ann teodou binimuz,
Ar vezventi fankuz,
Mignouned diwirioun,
Tostenned digaloun,
Stouet rag al Loue aour,
Didruez ouz ar paour.