Pajenn:Pronost - I. Annaik II. Lili ha Roz Gouez.djvu/96

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 94 —


Ruzder a deuaz e penn Biel ;
Hag hen da daoler eur gwall zell
War eur batatezenn bounner
Ha, da c’houde, war ar goapaer.
Biel euz ar batatezenn
A zalc’he gant-han ar c’hroc’henn ;
Med ar batatezenn kignet
Kerkent gant Biel a zo stlapet
Oc’h ginou braz al lakipod,
Ken kren, ma chaokaz beg he deod.
Ann holl zoudarded a c’hoarze
Ha, d’he dro, Biel a gane :
« Ar patatez evid-oud-te
« Hag ar c’hroc’henn evid-oun-me ! »


————