Mont d’an endalc’had

Pajenn:Pronost - I. Annaik II. Lili ha Roz Gouez.djvu/76

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 74 —



Ne veze ket ruziet neuze
Euz feiz krenv ar vamm hag ann tad
Nan, biskoaz, rag ar vugale
Ne garent nemed ho skouer vad ;
Evel-se, buez holl ar Bretoun
A ioa didamall ha difre,
Hag enn he dremevan, heb aoun,
E c’hede barnedigez Doue.

Brema gwir ann den zo laket er renk kenta,
Euz hor C’hrouer, avad, e nac’her ar gwiriou ;
Kement azen a gred eunn den gwisiek beza,
Pa ne c’hoar ket ped dant en deuz enn he c’hinou.


————