Pajenn:Pronost - I. Annaik II. Lili ha Roz Gouez.djvu/67

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 65 —



Ann Ifern a zo c’hoaz ivez
Eur spountaill, mad d’ar vugale,
Med ann den n’en deuz ket evez
Da daoler oc’h ar spountaill-ze ;
Med kaer ho pezo, c’houi vezo,
Evel ar re ziot ho kredo,
Asinus asinum fricat,
Azened oc’h en em lipat.

Rag heb Aviel hor Zalver
Ne vo nemet freuz e pep Leac’h,
Enn ho lavariou ma kreder,
Ann drouk d’ar mad a vezo treac’h,
Med kaer ho pezo, c’houi vezo,
Evel ar re ziot ho kredo,
Asinus asinum fricat,
Azened oc’h en em lipat.


————