Pajenn:Pronost - I. Annaik II. Lili ha Roz Gouez.djvu/58

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 56 —


Heb ho lakat da gaout kas ouz ar Iuzevien ?
Evel kement a dud e iafenn da guzet,
Heb herzel, ha gand aoun da veza chadennet ?
O ! nan, nan, evid-oc’h ez euz meur a varzaz
Grisiennet em empenn, hag em dourn eur penn-baz ;
Ha ma teuann da vervel, mac’hagnet enn argad,
Lennit kement barzaz en deuz skrivet ho tad,
Ho spered vo lemmoc’h, nerzusoc’h ho kaloun,
Hag ez eoc’h, evel-d-oun, enn araok, hag heb aoun.


————