Mont d’an endalc’had

Pajenn:Pronost - I. Annaik II. Lili ha Roz Gouez.djvu/156

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 154 —


Gra da gousk, sioulik evel eunn El
Rag ato,
Da vamm vad, e-kichenn da gavel,
A jomo.

Da zillad prenet gant va foan
A zo paour,
N’em euz ket evit da zae c’hloan
Spillenn aour,
Ha pa zihunez, va bugel,
Ne c’hallann
Diskouez d’id nemed eur c’hoariel :
Ar groaz stean
Euz va japeled, bemdez
Chapeledet d’ar Werc’hez.
Gra da gousk, sioulik evel eunn El,
Rag ato,
Da vamm vad, e-kichenn da gavel,
A jomo.


————