Pajenn:Pronost - I. Annaik II. Lili ha Roz Gouez.djvu/102

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 100 —


O mouez ! te lavare : « bugel leun a spered,
« Evit chom er vro-ma n’oud ket ebken ganet,
« Da c’hwisiegez eunn deiz a dle rei d’id ar brud,
« Ha lorc’hek ac’hanod vezo Breiz ha da dud. »
O ! pegement oann diot, o sonjal e c’hallfenn,
Evel ar pinvidik, paour keaz, sevel va fenn,
O sonjal oa brema gwelloc’h tud war ann douar,
Hag e tigemeret oc’h taol ar paour Lazar !
Geier holl kement-se ! rag ebarz er c’heariou
Em euz gwelet ato Lazar war ann treuzou,
Enn despet d’he c’hlac’har, ar pinvidik a-boan
Ma taole, gant dispriz, he zaoulagad war-n-han ;
Dirag ann aour ivez, prins gallouduz ar bed
Ar barner a stoue, troet he gein d’al lealded.
. . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Mouez, te lavare c’hoaz, em c’henver ato treiz :
« Kemer delenn ar barz, heb ehan kan a-leiz
« Ar garantez dispar, ar feiz hag al lealded,
« Hag e vezi meulet e pep leac’h, ha bepred. »
Siouaz ! va c’hanaouenn zo chomet heb ekleo ;
D’ar re lorc’hek ha diot va c’han oa re c’haro,
Ne c’hallenn ket kana vit c’houeza ioulou fall,
Na mouga va c’hounnar dirag eunn dra disleal,
Setu perag, ato, daelou puill a skuillan,
Er paour keaz barz Gilbert, em gwall-eur, pa zonjann.
. . . . . . . . . . . . . . . . . .
Delenn, va mignounez, perag chom er c’heariou
El leac’h n’euz Doue, nemed ann aour hag ar ioulou ?
D’am bro Treflez, gan-ez, me fell d’in mont raktal ;
Eno ni gano c’houek, pa glevimp o voudal,