Pajenn:Pompery - Quelennou var labour pe gonnidegues an douar, 1851.djvu/26

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 26 —

Aliez zoquen, doc’h boëz-traon an douar, eller encha ar sân-discarg-zé, a-dreuz pé é c’hiz al, ac evelsé eller é berraad calz. Rancout eo toulla bétec eun anter droatet en douar dindan, a zo courri peurvuia ; ar gôz ne labour quet er prî, ac e mirer eguisse né zigorro anchou al dan dour a red er fossiou ze.


Ober a reer goude eur sân golloëd, en eur renca a bep tu d’eus an troc’h, e doaré eur vogueric, eur men pe ziou, neil var eben, doc’h hô zéoder, ma nem gao queit ha compez pen dar ben ; goude e c’holloër ar voguerigou-ze gât mein plen pe gât mein glaz, pa ver tost avoalc’h dar veingluniou mein glaz evit hô caout divizus. Eur vech golloët, e toller var chorré eur guisc meinouigou dastumet en dachen pé er parqueier tosta, evit stanca an toullou ha mirout ne couesché douar dreizo er san. Goude e peur stancor gât douar mad, pehini a vezo bet dispartiet gât eves doc’h an douar mélen, en oc’h toulla, ac en oc’h teurel an ini mad d’oc’h eun tu, ac an ini fal doc’h an tu al. An douar maro-ze allo beza gât talvoudeguès digasset var an douarou scân, a bernouigou da leda divezatoc’h an tanoa eller.


Aliez, lec’h sania gât ar vein, e toller anezô er fossiou evel a gouézont, en oc’h evessaad teurel a ré