Pajenn:Picard - Kanaouennou Brezel, 1919.djvu/27

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 23 —


V


Ma teu c’hoant d’e vugale
Klask hon tagan adarre,
E savo hon relegou,
Gwir armead an Ankou.

VI


Ni ’zougo falc’h ar Maro :
A-hed, a dreuz e trouc’ho !
It d’ho labour, dibreder,
Dindan kan an alc’houeder.

VII


C’houi hen klevo o kana
En oabl, bemde, hosanna !
War vab-den, o kan bennoz,
Evnig drant ar Gelted koz !

(1919).


————