Pajenn:Picard - Kanaouennou Brezel, 1919.djvu/16

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Doue, ho pet truez !
————


« Gwelet a raimp hor zoudarded er bed-
man pe er bed-all. Bezomp feal d’ezo,
d’o envor, d’hor c’harantez evito…»
(Tennet eus lizer eur plac’h yaouank).


Ho pet truez ouz an dud losket war hor maeziou
Hep skoazell, hep sikour e-kreiz o holl boaniou !

Ho pet truez ouz an dud, re vihan ha re goz,
Pleget dindan o bec’h, ha d’ezo nep repoz !

Ho pet truez ouz an dud, ouz ar gwragez nec’het
N’eo bet ar vuhez c’hoaz evito ker kalet !

Ouz o bugale baour ken dinamm, re yaouank
’Vit santout an diouer eus o zadou a vank !

Ho pet truez, va Jezuz, ouz ar mibien, ar gwaz
’Zo kouezet en talben ! N’o gwelimp ken, siouaz !

Ho pet truez, va Doue, ouz ar re o gortoz
Gant anken ha daerou ’kouls en deiz hag en noz !

Ho pet truez ouz ar re hon c’huitâs drant, laouen,
A zo breman maro war douar an estren !

Ho pet truêz ouz ar re bet skôet en asailh,
A zo chomet flastret dindan eur gwall-vindrailh !

Ho pet truez ouz ar re o deus a-raok mervel
Sellet kantezus war-zu a Breiz-Izel !…

(1916).


————