Pajenn:Picard - Kanaouennou Brezel, 1919.djvu/15

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Na ouelit ket !
————


Gwriziennet e douar va bro,
Ha Breizad a galon, mar zo,
Dindan bec’h disparti kalet
Ne ouelan ket.

Ho kwaz, ho pugale dinam,
Ho harp, ho nerz, ho kwad, ho flamm,
A renk, maouez, diouzoc’h tec’het ;
Na ouelit ket.

Kerzet a reont gant fizians,
Assur, e peoc’h o c’houstians,
Evit na vo hon Levr serret ;
Na ouelit ket.

Evit miret, evit difenn
Hon holl vadou ouz eun Estren
Fallakr, disleal, direspet ;
Na ouelit ket.

Evit ma c’hellfe war ar mor
Hon listri merdeï digor
E pep ribl tro-war-dro d’ar bed ;
Na ouelit ket.

’Vit d’ar Frankiz skedi uhel
War barreziou hon Breiz-Izel
Hag hon meneziou alaouret ;
Na ouelit ket.

C’hoarzit d’an deiziou evrusoc’h :
En dremwel ’n em ziskouez ar Peoc’h
An Trec’h gant an holl gortozet ;
Na ouelit ket.

Ha gant hon zoudarded maro
Eun deiz ni holl en em gavo
’N eur bed all gant Doue, — me ’gred ! —
Ne ouelan ket.

(Here, 1915).


————