Pajenn:Picard - Kanaouennou Brezel, 1919.djvu/14

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 10 —



Ar c’homzou-man ’glevis gant eur Belj ’oa eno :
— « Biskoaz ne voe gwelet, biken den ne welo
Kaeroc’h ’vit ’m eus gwelet : tud a vor kounnaret,
Lufr en o daoulagad, o koueza mac’hagnet,

O sevel kalonek, da gregi a-nevez
Keit ma chome ganto eun tamm nerz ha buhez,
O pedi, kent mervel, Doue en eur goueza :
« ’Traou Doue benniget ! Fiat voluntas tua ! »

Tud dizaon evel-se a ra enor d’o bro.
N’oufen hep daskrena, zoken hep skuilh daero
Achui va diviz… Va c’halon ’renk frailha : » —
Hag e kuzas e benn heb ardou da ouela.

Eur pennadig goude ’echuas evelhen :
« Dindan an obuziou, hep paouez, hep souten
E-mesk ar re varo, e fosiou ar vered,
’Pad ma weled korfou diouz o beziou strinket

Ha ma kleved e tour iliz Sant-Nicolas
Ar c’hloc’h bras bruzunet da Zixmud o son glaz
Eun ofiser ’grie d’eur zoudard diarmet :
Torret eo da fusul !… Gant da benn skô kalet !…

Evit venji e vreur, kouezet en e gostez,
Unan all a lazas gant e vaionetez
En eun asailh foultrus daou war-nugent German :
Trei a rês e spered pa gemeras alan !…

Da fin an emgannou, ker Dixmud ne oa ken
Nemet eur bern ludu. ’N e zao ne jome mên…
Pet a varvas neuze ’n eur ober o dever !
Izel m’o zaludo d’am distro d’o c’henver.

Eno ar wech kenta ha n’eo ket e Verdun
’Zasonas ar ger-man : « Ne dremeno nikun !… »
Hag aboue pevar bloaz — r’hen gouezo pep amzer ! —
N’eus gallet enebour treuzi ster an Yser.

O enor d’ech, aotrou ! Enor d’ec’h ha d’ho tud,
P’eo gwir oc’h kenvroad da Vretoned Dixmud ! » —
Da ’voe ganen klevet ken kaer meuleudigez…
Lavaromp ni ivez : « Gloar, enor, trugarez !

Ya, gloar d’hon tud a vor ! Ha gloar d’hon Breiz-Izel
’Oar maga sort tud vat, tud a galon-uhel ! »


————