Pajenn:Picard - Kanaouennou Brezel, 1919.djvu/13

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Martoloded Breiz e Dixmud
(Eus a Wengolo da Here 1914)
————


D’am mignon Cyrille Ar Barvek (Le Barbu)
pourvezour el « Lycée », mab d’eur c’habiten
an Islanded, e kinnigan ar Werz man.


E-harz menez Are, e parrez ar Fouilhez,
Bugel yaouankik-flamm, e kleven alïes
Meuli an dud a vor, enor hon c’horn-douar,
E peb amzer dizaon, iskuit, taer ha dispar.

Breman, war ziskar-oad, o chom en eur gêr vras,
E veulin anezo kaeroc’h evit biskoaz
O stourm war an Izer, du-hont en Hanternoz.
A-gevret gand tud vat ar Veljig ha Bro-Zôz.

O vailhantiz ’zo bet, o burzud souezus !
Ken anat, ken uhel, ken bras, ken talvoudus
Ma laka sebezet hon Enebour touet,
Ma vez brud anezo e pep lec’h eus ar bed !

Ar begad-douar-ze a zo breman santel,
Rak warnan e voe graet eun taol-kaer a vrezel,
Gwella hini, moarvat, ’voe graet dindan an nenv,
Hag hen bet, war eun dro, ha talvoudus ha krenv !

Eun taol-kaer ’n deus kresket da vro-Frans he brud vat,
Diskouezet n’ez a ket he buhez war fallât,
Hag embannet ez eo galvet da virviken
Da veza digabestr ’n he zao rak an Estren.

Dindan eur gwir-Vreizad, Ronarc’h, o amiral,
Hag int nebeut a dud [1], met holl tud didamall,
E-pad pevar devez urziet da enebi,
E stourmjont peder zûn hep morse diskregi.

A drugarez d’ezo ar « Prus » ’goll an devez ;
Derc’hel start a reomp kêr Dunkerk, porz Kalez,
Hag ar « C’haizer » a wel e zoudarded garo
O koueza a-steiou, falc’het gant ar maro.

Hon martoloded Breiz, gwell c’hoaz ’vit ar zouaved,
A red a-dreuz d’an tan, o souezi ar Veljed,
Gleb, goloet a fank, dihelc’het o youc’hal :
« Dao atao ! Boul-c’hurun ! Er-maez, banden chatal ! »

  1. 6.000 a eneb da 40.000 pe ouspenn.