Pajenn:Picard - E Menez Arre ha war hor maeziou.djvu/97

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 91 —


AR C’HENTA BRAGOU
————


Er mene, ar c’henta bragez,
E pep parrez,
A vez graet d’ar bugel bihan
’Tro gouel sant Yann.
Neuze ’kaver ebad en ti
Gant pep-hini.

Gwisket a-nevez ar paotrig,
E c’hoarezig
En e zourn buan a grogo
Hag e gaso
Da wel’t an holl amezeien,
Ha gwenneien
A gouezo stank e godellou
An dudigou.

Lorc’hus ha drantik ha seder
’Teuont d’ar gêr.
Morse ne vez ’mesk ar rummad
Muioc’h a stad.