Pajenn:Picard - E Menez Arre ha war hor maeziou.djvu/18

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 12 —


Komz a ra en avel yud,
Hag en distera aezenn
E klemm en huanadenn.
N’oufe kana telenn aour
Skleroc’h ton d’am skouarn baour !
Bez’ eo mouez ar Gelted koz
A gar boudal o menoz
En Arre, o minihi,
Pa rankjont lezel o zi
Rag ar gwall-ziaveziad [1]
A vac’has douar o zad.

Ennoun en em led da vouez
’Vel al lano war an traez,
O va menez benniget,
Va menez muia-karet !


  1. Da lavaret eo ar Zaozon a reas da Vreiziz tec’hout diouz Breiz-Veur, o bro genta.