Pajenn:Picard - E Menez Arre ha war hor maeziou.djvu/148

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 142 —


VA EC’HOAZ DIWEZA [1]
————

D’am Mignoned.

Eurus ’z oun er bed-man, c’houek ’kavan ar vuhez,
Kalz levenez am eus o veva ’n ho touez ;
Koulskoude pa varvin, p’ho kuitaïn, tud ker,
E tec’hin hep nep klemm, fiziek ha seder ;
Rag ’vidoun ar maro n’eo met eun disparti [2]
Ken na zeuio an deiz d’eomp d’en em unani.
Da eur va zremenvan, ’vezin eta dispont.
E Doue e kredan hag er vuhez da zont.

Va lakit da ec’hoaz e bered va farroz :
Em menez ken karet mat e vo ar gortoz…
Pa gouezo va fried ken tener evidon,
He ledet em c’hichen, m’ho ped a greiz kalon…
Savit hepken warnomp eur groazig keltiek,
Benet e mein ar vro en eur roc’h kantvloaziek.


————
  1. Ar repoz diweza.
  2. « Kreiz ar vuhez » a lavare ar Gelted.