Pajenn:Picard - E Menez Arre ha war hor maeziou.djvu/136

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 130 —



Neuze ’lïes e lavar
Ar geriou-man ken hegar
A ziskouez d’ar vugale
Eur skouer vat, e gwirione :

« Gwechall e voe ken tener
« Ouz korf Jezus, hor Zalver,
« Ma tlefe beza meulet
« E kement korn ’zo er bed ». [1]


  1. Diouz m’ eman brud, en dije gwechall eur boc’hig-ruz sec’het e vruched gwad hor Zalver astennet war ar groaz.