Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/765

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
4 Du
765
sant charlez borrome

————


KENTEL


Doue a oar tennan ar vad eus an drouk


Pa c’hoarve gant an Iliz bezan skoet gant ar barrou gwasan, ha pa lavarfed eman o vont da goll, neuze eo e sav kaeroc’h, krenfoc’h, splannder an holl vertuziou o paran war he zâl. Pa ziroll ar brezel warni, eo e teu d’en em zizober eus he enebourien ; p’en em zil ar geier, ar wirione a lufr gant muioc’h a sked, ha p’en em led ar fallagriez, en em dispak ar zantelez.

Evelse e teu Doue, en e vadelez, da ziskouez d’an dud eo hen an eus savet an Iliz, hag eo hen a zalc’h anezi en he zav. Kaer o devo ar c’hantvejou tremen hag an diaoulou yudal, komzou Jezuz-Krist a dalc’ho da vezan gwir : « Dorojou an ifern ne vefont ket trec’h d’ezi »[1]. « Bezan e vezin ganec’h betek fin ar bed »[2].




Pempvet devez a viz Du


Ar Plac’h eürus Franseza Amboaz
Dukez Breiz (1427-1485)



Franseza, gloar Breiz ha bleunien ar C’harmel, merc’h henan Loeiz Amboaz ha Mari Rieux, a oa ganet er Poatou, an 9 a viz mae 1427. Pevar bla goude, an 21 a viz gouere 1431, e oe prometet da Ber, an eil eus bugale Yan V. Adalek neuze, e oe savet en Naoned, en lez duked Breiz, gant an dukez Jann, pried Yan V ha c’hoar Charlez VII, roue Frans. Jann a oa eur wreg santel, a reas dre he c’henteliou mat eur zantez eus an hini a dlee bezan he merc’h-kaer ; he c’hustumi reas da gemer plegiou mat ; dal ma c’hallas komz, e teskas d’ezi ar c’hatekiz hag an doare da bedi a c’henou hag a galon, evel ma oa bet desket d’ezi he-unan gant sant Visant Ferrier.

Franseza a diskouezas abred e vije divezatoc’h eur zantez. He flijadur oa mont da welet an ilizou ; ne golle ket he amzer o c’hoari evel ar vugale-all eus e oad, mes bepred e veze oc’h ober eun dra bennak, o nezan, o wriat, o lenn pe o skrivan. Pa veze eur brezegen bennak en iliz, ne vanke gwech ebet da vont d’he selaou, ha goude, ar rest eus an de, ne veze ken hano ganti nemet eus ar pez en dije lavaret ar prezeger.

Adalek he blaveziou teneran, e tiwanas en he

  1. Sant Vaze XXI. 18.
  2. Sant Vaze XXVIII. 20.