Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/702

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
702
11 Here
sant tarakus


Unnekvet devez a viz Here


Sant Tarakus, Sant Probus ha Sant Andronikus
Merzerien ar Silisi (304)



An dra-man a c’hoarvezas epad an dekvet brezel a reas impalaered Rom d’ar gristenien.

Tarakus, eur zoudard koz, ginidik eus a Glaudiopolis, Probus, eun den pinvidik eus a Zida, hag Andronikus, eun dijentil yaouank ginidik eus a Ephes, tri gristen mat, a oe chadennet en Pompeiopolis. Maximin, gouarner ar Silisi, a glaskas o lakat da nac’h o fe. Mes koll a reas e amzer ; ar gristenien a zalc’has start. Setu aman an drede loden eus o frosez.

Maximin a lavaras : « Galvet ar gristenien fallakr. »

An ofiser Demetrius a respontas : « Aman emaent, Otrou.»

Maximin a lavaras d’ar c’hosan aneze :

— Evit pellât diouzit tourmanchou neve, kinnig ezans d’an doueou.

— Lavaret am eus d’ec’h, eme Darakus, en Tarb da gentan, hag en Mopsuest goude, e oan kristen, ha kristen on bepred. Kredet ac’hanon, ar wirione a zo ganin.

— Paour kez a zo ac’hanout, re divezat e vezo d’it kaout keun p’am bezo grêt d’it mervel en kreiz an tourmanchou.

— Keun am bije pell zo, ma vije bet dleet d’in kaout. Galloud a teus war ma c’horf, gra outan ’vel a gari.

— Kroget ennan ha laket-han en kroug, ma torro e bennad sod.

— Ma vijen bet foll, e vijen deut da vezan ken fallakr ha te.

— Breman pac’h out en kroug, sent ; anez ze, az pezo an tourmanchou a veritez.

— Gra ’vel a gari.

— Kredi rez, marvat, e teuio, pa vi maro, eur goz wrac’h bennak da enori da gorf ha d’hen balzami gant louzeier c’houez vat, mes bez dinec’h, ne chomo ket eur begad eus da relegou.

— Gra d’in gouzanv ar pez a gari arôk ma maro, ha gra ouzin ’vel a gari, goude ma maro.

— Tommet laonennou houarn ha laket-e d’ezan war e beultrin.

— Hag e rafes kant gwech gwasoc’h, ne laki ket ac’hanon da zerviji da zoueou.