deuje da c’houlenn outan, en han’ Doue, ha derc’hel a reas d’e c’her. Dont a reas, zoken, da vezan ken madelezus ma teuas e dad da gaout si ennan, ha ma reas d’ezan, dirak eskob Asiz, dilezei kement mad an evoa war e hano ha kement en devoa da gât divezatoc’h.
Fransez, goude bezan diwisket zoken an dilhad a zouge, da rei d’e dad da vont gantan, a gemeras eur vantel goz bet da vevel an eskopti, hag en eur wiskan anezi, e lavare : « Breman am bezo muioc’h a zigare evit biskoaz da lavaret : Hon Tad a zo en nenv. »
E oa o ren e bemp bla warn-ugent. Adalek neuze, ne veze gwelet nemet war-dro ar beorien hag ar glanvourien, oc’h ober d’eze ar vad a c’halle ; o kestal da zastum peadra da adsevel iliz Sant-Damian, hini Sant-Per ha chapel Itron-Varia an Ele.
Daou vla oa e rê ar vicher-ze, pa glevas ar c’homzou-man en oferen : « Na zouget nag aour, nag arc’hant, na bevanz evit an hent, na diou wiskamant, na botou, na baz. » Kemer a reas ar c’homzou-ze evel pa vijent bet lavaret evitan e-unan hepken. Diwiskan reas e votou, teurel a reas e vaz a-goste, kemer a reas gwiskamant mesaërien ha peorien e vro, da lavaret eo, eur zaë hirr stardet endro d’e gorf gant eur gorden. Unanik bennak a deuas da vevan dindannan evit deski gantan hent ar zantelez. Fransez a zavas d’eze eur reolen a vue eus ar re strisan. Bale renkent bepred diarc’hen ha bevan diwar an aluzen. Er bla 1209, e oant daouzek, ha Fransez a yeas gante da Rom. Innosant III, a oa neuze war Gador sant Per, n’o digemeras ket gwell vat da gentan, mes eun nozvez e welas en eun hunvre iliz Latran prest da gouezan ha Fransez o harpan anezi gant e ziouskoa nerzus ; raktal e reas e c’hervel hag e roas d’ezan ôtre da zevel e Urz neve. Dizro da Asiz, an den santel hag e ziskibien a zavas o zi en kichen chapel Itron-Varia an Ele.
Evelse e c’hanas Kentan Urz sant Fransez, er bla 1210.
Daou vla goude, santez Klara a c’houlennas digant sant Fransez eur reolen a vue evit ar merc’hed, war skouer an hini en devoa savet evit ar bôtred. Bezan he devoe he goulen : evelse e c’hanas Eil Urz sant Fransez, er bla 1212.
Unnek vla goude, Luchesio hag e bried a c’houlennas digant sant Fransez eur reolen a vue evit tud ar bed, war skouer hini e venec’h ha hini e leanezed. Bezan o devoe ive o goulen : evelse e c’hanas Trede Urz sant Fransez, er bla 1221.