Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/579

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
13 Eost
579
an den eurus yan-vari vianney

ben ha d’hen kas da balez santel an Otrou Doue », e tremenas, d’an oad a drizek vla ha tri-ugent tri miz.

Pi X hen lakas war roll an dud eürus, ha ne zaleo ket, hep mar ebet, d’hen lakat war hini ar zent.

————


BOKED


Goude Doue, n’eus tra muioc’h red evit ar beleg ! Lezet eur barouz ugent vla hep beleg : dont a rei hag e vezo adoret enni al loened.

Person Ars.




Pevarzekvet devez a viz Eost


SANTEZ PHILOMENA
Gwerc’hez ha merzerez (IVe kantved)



Philomena a oa eur verc’hig vihan a veve en Rom, hag a skuilhas he gwad evit ar fe, en bloaveziou kentan ar pevare kantved.

He relegou a oe sebeliet en katakomb Santez-Priskilla, var hent Salaria.

Pempzek kant vla goude, d’ar 24 a viz mae 1802, e oe dizoloët he be ; war an ter deolen a stanke anezan e oa moullet eun heor, tri bir, eur bod palmez hag eur bod lili, gant ar geriou-man : Filumena Pax tecum : Bez en peuc’h, Philomena. En mesk an eskern e oa eur podadig gwad, dizec’het gant an amzer.

Tri bla goude ar gavaden-ze, eur beleg eus Mugnano, an ôtrou Lucia, a deuas da Rom da c’houlenn relegou eur zantez bennak evit e iliz, hag an ôtrou Pouzetti, mirer ar relegou, a roas d’ezan korf santez Philomena.

En eur zont d’ar gêr gant e denzor, an ôtrou Lucia a lojas en Napl, en ti eun den eus e anaoudegez, Anton Torres e hano. E bried a oa dalc’het war he gwele, daouzek vla a oa, gant eur c’hlenved ha ne oa pareans ebet evitan. Arôk mac’h eas eus he zi ar relegou santel, e oa pare mat.

Pobl Mugnano a reas d’o zantez neve eun digemer eus ar re laouennan, hag a zougas he relegou war eun ôter savet a-benn-kaer evit o miret.

Eiz devez goude, da c’hourreou an oferen, eur youc’haden skiltrus a lakas an iliz da dregerni ; lôsket oa gant eur