Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/534

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
534
27 Gouere
sant samson

Meur a vla goude, da Zul-Fask, eur vouez deut eus an nenv a lavaras d’ezan treuzi ar mor ha diskenn en Breiz-Vihan.

En em lakat a reas raktal en hent, ha douaran reas en aber Gwioul, en Breiz-Uhel, war-dro ar bla 548.

Eno e savas e beniti, a deuio gant an amzer da vezan manati hag eskopti brudet Dol [1]. Embann a reas kerkent ar c’hefridi en devoa bet.

« Dont a ran er vro-man, emezan, digaset gant Doue da brezek Aviel Jezuz-Krist, da dennan an dud eus ar gaou hag eus ar pec’hed, ha da zeski d’ar boblou n’eus doue-all ebet nemet ma Doue. »

Kroui a reas dre ar vro eleiz a vanatiou hag a barouziou, hag en o fenn e lakas e ziskibien. Epad ma rede an Domnone, e klevas kelou eus ar c’hanvou a oa enni. He roue, Iona, a oa o paouez bezan lazet gant Konomor, muntrer e bried Trifina hag e vab Tremeur, ha Judual, mab Iona, a oa dalc’het pell diouz Breiz, en lez ar roue Childebert.

Samson, pa glevas an dra-ze, a yeas da Bariz, ha dre hirr amzer, e teuas a benn da dennan Judual eus adre daouarn Childebert.

Pa zigouezas mab Iona war douarou an Arvor, an Domnone a-bez a zavas evit en em lakat dindan e urziou ; brezel a zavas, ha Konomor a oe lazet en Plouneour-Mene, e-tal ar Releg (555).

Samson a chomas eur pennad en kichen Judual, hag e zikour a reas da zigas ar peuc’h en e rouantelez.

Difennour ar bobl hag ar gwir, Samson a varvas war-dro ar bla 565.

Chapeliou en deus en hon bro, en Plougasnou, eu Plouaret, en Pleuveur-Bodou, en Pleudel, en Plouha, en Kemper, ha meur a iliz-parouz war e hano, evel Keriti ha Lanvellek. Pedet eo evit an drouk-izili.

————


BOKED


Eun devez tremenet er zioulder a dalv gwell eget mil bla tremenet en lez ar rouane.

Sant Per Selestin.

  1. Adalek ar bla 848, betek ar bla 1199, eskob Dol a oe arc’heskob Breiz, ha gwir en devoa da zougen ar pallium.