Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/532

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
532
26 Gouere
santez anna

Dudi gwalc’h o c’halon, e stoujont raktal da bedi an Itron santez Anna. Ar vrud eus ar neventi-ze a yeas dre ar vro, evel eul luc’heden. An ôtrou Rosmadeg, eskob Gwened, a lakas ober eun enklask. Pardonerien a ziredas ; miraklou a c’hoarvezas ; hag eun iliz a oe savet, a deuas da vezan darempredet gant tud a bep bro.

Eskibien, prinsed ha prinsezed a zo bet eno o pedi an Itron santez Anna, ha ne ver ket evit lavaret an treo burzudus he deus grêt ar vamm vat-se en kenver he bugale.

Ar roue Loeiz XIII, er bla 1639, a roas da iliz Santez-Anna eun tamm bennak eus relegou he fatronez. Er bla 1792, an dispac’herien a werzas an iliz, a dorras hag a zevas skeuden ar zantez ; he fenn hepken a oe gallet lemel eus an tan ; hen miret a rêr en kichen ar skeuden neve.

Er bla 1815, iliz Santez-Anna a oe prenet ; ha dre m’oa deut da vezan kalz re vihan, diouz an dud a zaremprede anezi, ’z eus bet savet unan neve kalz brasoc’h ha kalz kaeroc’h.

Houman a zo bet konsakret, d’an 8 a viz eost 1877, gant ar c’hardinal Brossais-Saint-Marc, arc’heskob Roazon.

An Tad Santel ar Pab Pi IX en deus digaset ive diou gurunen aour, unan evit santez Anna, eben evit ar Werc’hez a zo ganti.

An ôtrou Becel, eskob Gwened, en deus binniget an diou gurunen-ze, d’an 30 a viz gwengolo 1868.

Santez Anna he deus meur a chapel en eskopti Sant-Brieg ; unan eus ar re vrudetan a zo en Prat. Enni e ve oferennet alïes ’ pad ar bla, ha da ze ar pardon e tired di niver a belerined.

————


BOKED


O Mamm ar Vro, o Anna, c’houi hag a zo galloudus meurbed, bezet silvidigez ho Pretoned ; miret ar fe ; kresket ar furnez ; roët ar peuc’h dre ho pedennou santel.