Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/490

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
490
7 Gouere
sant per fourier

lakas d’ober d’o c’horfou ar muian vad a c’hallas. Kement gwenneg a deue d’ezan, ne rê nemet eul lamm eus e c’hodel en godel ar beorien ; diou wech er zun o deveze aluzen digantan, ha d’ar zadorn, o deveze bara gwennoc’h, ha tammou kig, zoken, a-benn ar zul. Lakat a rê prenan gwellan tammou a gave er gigerez, evit an dud klanv.

Eun devez ma oa o vont eus e barouz evit eur pennad, e lavaras d’ar mer lakat evez da embann oa e holl vadou d’ar beorien, ha kemer preder d’o rannan etreze, ma teuje d’ezan mervel en hent.

O welet o deveze e barousianiz, pa goueze ar c’holl warneze, mil boan o ’n em zevel, e savas eur c’hef eneb ar c’hollou, hag en doare-ze, e viras ouz eleiz aneze da gouezan en dienez.

Gant ar prosezou,
An neb a c’hone a goll,
Hag an neb a goll a goll an holl.

Per Fournier a lakas en e benn ober eun emgleo evit o diarbenn pe o dibuni prim ha kempenn.

Kement-se ne vire ket outan da labourat, dreist pep tra, evit silvidigez an ineou ; rei a rê d’ar gatoliked e gomzou hag e ouiziegez, d’ar brotestanted e skoueriou hag e bedennou, d’an holl e galon.

Ne roë peuc’h ebet d’ar bec’herien ken n’en deveze gallet o lakat da vale war an hent mat.

Daoust pegement a boan a gemere, unanik bennak a dalc’he koulskoude d’ober skouarn vouzar.

Per Fourier o galve e zenved dianket. Bezan vezo bepred, en pep parouz, unan bennak evelse o stankan o daoulagad ouz ar wirione, hag o klemm goude, war digare ne welont ket skler.

Souezus eo ar boan a gemere gant ar vugale ha gant ar yaouankiz, « ar barouz da zont» ; sevel a reas eun teâtr en e iliz, ha lakat a rê ar bôtred vihan dek, daouzek vla, da brezek diwarnan d’ar barouz a-bez, ken e oa eun dudi gwelet gened ar vugaleach skoulmet ken kaer gant gened ar wirione.

Deski a rê ive d’ar yaouankiz soniou koant ha fur, hag en doare-ze e tôlas d’an traou ar zoniou hudur ha divalo o deus kement a nerz da walan ar sperejou hag ar c’halonou.

Ne oa ket bet pell en Mattaincourt, ha Mattaincourt oa deut da vezan gwellan parouz a oa er vro ; an iliz veze leun-chouk bep sul ; diredek a read, abalamour da gomzou helavar ar beleg santel, evit gwelet al lidou sakr