Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/46

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
46
13 Genver
al leanez evurus veronika

n’eo ket dreist galloud an den ; pa ’n em gav an den re dall pe re dinerz anezan e-unan, n’eus nemet pedi Doue, ha Doue a ro d’ezan an nerz hag ar sklerijen an eus ezom.

Doue a ro, nemet e renker goulenn. Red eo d’imp eta pedi !

— Pedi petra ? a lavar darn. Doue ne ra van ebet evit klevet pedennou an den !

— Tri rumm tud a zo, eme sant Augustin, ha ne vezont ket selaouet : an dud fall, an dud a bed fall hag an dud a c’houlenn ar fall ; mes kement hini a zo eun den mat, kement hini a bed mat, kememt hini a c’houlenn ar vad a ve selaouet en doare pe doare. Ne ve ket roët d’ezan bepred e c’houlenn pen-da-ben, rak Doue a oar ar gwellan petra a c’hall ober vad d’an den.

Red eo d’imp eta pedi mat ha c’houek, pedi a c’henou, abalamour d’ar c’horf kaout peurz er beden ; pedi a galon, abalamour ar beden, ma ne deu ket eus goueled an ene, n’eo ket nerzus awalc’h da bignal betek an ne.

Ha pedi dalc’h-mat, o lakat hon holl oberou pemdeziek, grêt dre garante evit an Otrou Doue, da dalvezout, kouls ha pedennou, dirak e zaoulagad binniget.




Pevarzekvet devez a viz Genver


SANT HILER
Eskob Poitiers ha Doktor eus an Iliz (320-366)



Ar zant-man a oa ginidik eus ar Poatou hag a deuas er bed war-dro ar bla 320. E dad hag e vamm ao a paganed, hag hen a oe savet en relijion e dud.

Mes abred, e skiant-natur, sklerijennet gant gras Doue, a reas d’ezan anaout ne oa ket eno ar wirione.

Dre ma save en oad ha ma tigore e spered, e veze ar zonj-man dalc’h-mat ouz hen diarbenn : « Evit petra eman an den war an douar » ? An dud, endro d’ezan, na glaskent nemet tec’hel arôk al labour ha bevan en o êz. « Mes bezan eur pennad blaveziou eürus ha pinvidik ha mervel goude, n’on ket evit kredi, eme Hiler, n’en deve an den netra ken d’ober. Kaeroc’h galvedigez evit ze a dleomp da gât. Ha koulskoude, ar relijionou pagan, gant o niver bras a zoueou, n’hallont ket rei d’in ar respont war gement-se. A dra zur, eun Doue a zo, ha n’eus nemetan, hag an Doue-ze a dle bezan krouet ac’hanomp evit e c’hloar hag e zervich. »

E oa ar zonjou-ze o redek dre e spered, pa deuas, dre