Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/445

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
17 Mezeven
445
sant herve

Rivanon ; he zud a oa maro ; he breur Rigour oa he c’hurator. Heman a roas e asant evit an eured, a oe lidet prest goude.

An dimezi-ze a roas d’hon bro unan eus he brudetan bugale, unan eus ar re a verkas an donan e roudou en douar Breiz, a oe, war eun dro, kelenner, manac’h ha sant, a oa hanvet Houarne, en amzer goz, hag a zo anavezetoc’h breman dindan an hano a Herve.

Ar garante he devoa Rivanon evit ar werc’hded, hag ar grizder a deue d’ezi diouz he zud hag o devoa silet enni gant o gwad, a reas d’ezi goulenn ouz Doue ma vije dall he c’hrouadur. Herve a c’hanas dall hag a chomas dall hed e vue.

E vamm hen dilezas ha koll a reas abred e dad.

Adalek e seiz vla betek e bevarzek, e oe skolaet war dreo ar bed-man ha war dreo ar bed-all gant eur manac’h e hano Arzian.

Eur wech grêt gantan e studi, ec’h eas da welet e genderv Urfol a oa o vevan en eur c’horn eus ar c’hoad Dônan [1].

Rivanon, en draouien dostan, a rene en he zi he unan eur vue eus ar re strisan. Urfol a c’houlennas outi ha c’hoant he dije da welet he mab. Ar garante a vamm, dihunet erfin en he c’halon, a reas d’ezi digemer Herve gant teneredigez.

Eun nebeut deiou goude e tremenas.

Urfol, ha ne gare nemet ar vue didrouz, a dec’has en goueled ar c’hoad hag a roas d’e genderv e beniti, e di-bidi, e skol hag e skolaerien.

Herve a chomas eno tri bla. Krenn-lavariou deut betek ennomp, a rumm da rumm, a zo bet savet gantan ; setu aman darn aneze :

An neb ne zent ket ouz ar stur
Ouz ar garreg a ray sur ;

Gwell eo deski mabig bihan
Eget destum madou d’ezan ;

An den yaouank en diegi
A zastum poan ’benn e gozni.

Pa glevas oa maro Urfol, ec’h eas da bedi war e relegou hag e lakas e ziskibien hag ar vesaerien o devoa o hentchet da zevel d’ezan eur be bras ha kaer.

  1. Chapel Sant-Urfol a zo or Vourc’h-Wen (Bro-Leon). E-kreiz ar chapel, eur volz dem-henvel ouz eur be a vir e relegou, war a leverer.