Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/276

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
276
13 Ebrel
santez lidwina

————


KENTEL


Ar c’hlenvejou


Niverus eo ar c’hlenvejou a anave ar vedesined ; niverusoc’h c’hoaz ar re ne anavezont ket ; pep-hini aneze a zo eur wenojen a gas d’ar maro.

Ar c’hlenvejou n’int ket ken gwaz an eil hag egile ; en peb klenved, avat, zo poan, kalz pe nebeut, hag inouamant.

D’an disteran ma zo danjer, arabad dale da c’hervel ar medesin ; pa ve galvet abred, e teu alïes a benn da ziarbenn ar c’hlenved, elec’h m’eo dic’halloud pa ve êt re bell an droug. Eur wech ma ve bet, e renker heuilh e c’hourc’hemennou ha kemer e louzeier, fall pe vat, evel m’emaïnt.

Ar c’hlenved a deu d’an daou-lamm ;
Da vont kuit, e ve morzet ha kamm.

Gant ar c’hlenved, pa bad, e teu an inouamant ; evit he fellât, ar c’hlanvour a dle lakat urz en e zeveziou, lavaret e bedennou mintin ha noz, lavaret eur chapeled da nav heur, eun all da greiste, eun all da der heur, hag ober pe lakat ober d’ezan eur pennadig lenn etre pep-hini ; kinnig, beb an amzer, e boaniou da Zoue, a galon vat, ha goulenn dreze e bardon ha hini eneou ar purgator.

Arabad eo d’ezan bezan re jalet o klask gouzout petra c’hoarvezo gantan ; n’en deus nemet en em lezel da gouezan etre daouarn Doue, mestr ar vue hag ar maro, ha soublan e benn dirak e volonte santel. Bepred eo mat bezan prest, mes dreist-oll, pa vezer klanv. Abalamour da ze, ar c’hlanvour, anezan e-unan, mar gall, a dle ive lakat gervel ar beleg ; yec’hed an ene ha yec’hed ar c’horf a ’n em heuilh, hag a-wechou, absolven ha nouen ar beleg o deus roët ar pare da dud klanv, ne wellaent tamm war-lerc’h louzeier ar vedesined.

An den klanv, mar ’n eus eur pried, pe bugale, pe an eil hag egile, arabad d’ezan bezan re enkrezet o klask gouzout petra en em gavo gante war e lec’h ; rak kalon Doue zo nesoc’h d’eze evit hini-all ebet.

An den klanv, mar ’n eus ket a vugale, a dle ober e destamant ; an dra-ze a zo grêt buhan hag a vir ouz an drouz war-lerc’h ar maro.




Pevarzekvet devez a viz Ebrel


SANT JUSTIN
Merzer



Justin, mab da Briskus, a deuas er bed en Naplouz, er Samari, kant vla bennak goude donedigez Hon Zalver. Troet oa kalz gant ar studi, hag e yaouankiz pen-da-ben a dremenas o heuilh ar skoliou brudetan eus e amzer. Koulskoude, daoust pegen bras doktored a oa ar vistri a zaremprede, e kave tenval ar gelennadurez a roent war an Otrou Doue.