Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/255

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
5 Ebrel
255
sant visant ferrier


I. Sant Visant o prezek dre ar bed


Eur wech beleget, en em lakas da hadan dre ar bed komzou Doue. Ar Spagn, ar Frans, an Itali, an Alamagn, Bro-Zôz, an Iverzon a glevas anezan. Epad tost da zaou-ugent vla, e prezegas bemde, goude bezan bet o kovez e-unan ha goude bezan kanet an oferen-bred. E brezegen a bade war-dro ter heur. Ne gomze nemet espagnoleg, ha koulskoude, pep-hini a gomprene anezan, evel m’en dije komzet en yez ar vro ma tremene drezi ; kement hini a veze ouz e selaou, n’eus forz pegen pell e vije dioutan, e gleve kenkouls hag ar re a vije an tostan. Miraklou-all a deue c’hoaz da harpan e gomzou, hag a rê d’an holl pleal gantan.

Ouz e heul, a gêr da gêr, hag a rouantelez da rouantelez, e veze bepred eur mil den, da nebeutan, da rei an dorn d’ezan, tud a bep renk hag a beb oad : penitanted, eun daou pe dri c’hant, a ’n em skourjeze dirak an holl, a rê katekiz, a zave manatiou, ilizou, hospitaliou, ponchou ; beleien hag a govesae an dud ; kanerien ha sonerien hag a gaerae an ofisou ; notered d’ober aktou a emgleo etre enebourien. E brezegennou a renke bezan grêt war ar mêz, an ilizou o vezan re vihan diouz an dud a zirede, a bep tu, da selaou e gomzou.


II. Sant Visant en Breiz

(8 a viz c’houevrer 1418 - 5 a viz ebrel 1419)


Er bla 1417, Visant a brezege dre ar Frans. Yan V, duk Breiz, a skrivas tri lizer d’ezan d’e bedi da zont da brezek en e zukach ; ar c’hentan, skrivet en miz genver, a oe roët d’ar prezeger bras en Puy ar Velay ; an eil, skrivet en miz du, a ’n em gavas gantan en Bourj ; an trede, skrivet en fin ar bla, a ’n em gavas gantan en Tour.

Goude bezan prezeget en Angers, epad miz genver 1418, ar zant a ’n em gavas en Naoned, da veurz al lard, a oa d’an 8 a viz c’houevrer er blavez-ze. Dek devez hag eun dra beanak e chômas eno ; prezek a reas, gwech en bered Sant-Nikolas, gwech war blasen iliz-veur Sant-Per.

Ac’hane ec’h eas da Wened, elec’h m’en em gavas d’ar 5 a viz meurz, d’ar zadorn arôk pevare sul ar c’hoareiz. An duk Yan V, an dukez Janned Frans, hag a oa er mare-ze o chom en Gwened, Gwenediz, gant o eskob, Amaury