Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/254

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
254
4 Ebrel
sant isidor

————


KENTEL


Red eo labourat ar spered


Ar pez a zo kôz e weler bugale o tec’hel kement an eil digant egile eo, dreist-oll, dre ma ve bet o sperejou labouret dishenvel.

Setu aman daou grouadur, unan hag a zo bet kaset d’ar skol abred, dalc’het enni ha grêt d’ezan labourat start : dont a ra da vezan eun den yaouank desket kaer, a ra enor e dud hag a vo barrek da ’n em denni war an douar.

En e gichen, setu eun all hag a zo bet dilezet ; n’eo ket bet kaset d’ar skol, pe mar deo bet, n’eo ket bet laket da labourat ; eur c’hrouadur eo ha ne oar netra ; laket eul levr dirakan, du ha gwenn a welo, ha netra ken. Galloud da zeski a oa ennan, koulskoude, mes ar galloud-ze a zo dinerzet, o vezan bet lezet hep impli. Brasoc’h oa, marteze, evit hini ar c’hrouadur-all, mes petra zervij, pa n’eus grêt netra gantan ?

D’ar gerent, dreist pep tra, eo d’evesât ouz ze.

Ar vugale ne c’houlennont ket gwell evit chom hep mont d’ar skol ; red eo ober d’eze mont, dre gaer pe dre heg.

Pa vezont er skol, ne c’houlennont ket gwell eget chom heb ober netra ; red eo dihuni aneze ; diouz ma vefont grêt, e vefont kavet.




Pempvet devez a viz Ebrel


Sant Visant Ferrier
Eus a Urz sant Dominik (1357-1419)


Sant Visant Ferrier


Visant, gloar an Iliz, prezeger bras ar varn divezan ha kaeran sklerijen a welas ar Vretoned o paran ’us d’eze, a c’hanas en Valanz, er Spagn, d’an 23 a viz genver 1357.

Gwilherm Ferrier, e dad, ha Konstansa Miquel, e vamm, a oa troet war ar beden ha war an aluzen.

Hen, a vihanik, a vode endro d’ezan bugale e oad hag o tesrevel ar brezegerien en deveze klevet, e komze d’eze eus an Otrou Doue hag eus ar Werc’hez. Da seitek vla, gant bennoz e dad hag e vamm, e wiskas saë sant Dominik. Da fin e studiou en Barselon hag en Lerida, e teuas gantan kurunen lore an doktored.