Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/222

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
222
23 Meurz
sant jozef oriol

An amzer ne roë na d’ar beden na d’ar beorien a roë d’ar bec’herien. Ren a reas eleiz a eneou en henchou enkan ar zantelez. Rebech a rejod d’ezan e oa re striz en kenver ar re a veze gantan o kovez hag e rê d’eze ober pinijennou a rê droug d’o yec’hed.

E eskob, o klevet ze, a zifennas outan kovez hiviziken ; mes ar zant a lavaras ne badje ket pell an difenn-ze, hag en gwirione, an eskob a varvas nebeut goude hag an hini a deuas war e lerc’h a roas d’ezan e c’halloud adarre.

Kaout a rê, ouspen, an tu da gelenn ar vugale vihan hag ar zoudarded a c’honeze dre e zousder hag e garante. Dont a reas c’hoant d’ezan, da seiz vla ha daou-ugent, da vont da brezek ar fe da vro ar baganed ; mont a reas war an hent ; mes ar Werc’hez, en Marseilh, a roas d’ezan da anaout e oa gwell d’ezan dizrei da Varselon. Adalek neuze, e vue ne oe nemet eur burzud ; ar vag a oa enni o tizrei eus Marseilh, a oe dare d’ezi bezan goueledet, ken fall oa ar mor ; ar zant a reas sin ar groaz hag an avel a gouezas, hag ar mor a deuas sioul. Pa zizroas da Varselon, an holl a oe laouen hag a vinnigas Doue ; ar beorien, dreist-oll, a ouele o welet o zad.

Ar burzudou a reas a zo ken niverus ma vije red skrivan eul levr bras evit o lakat holl. Dont a read d’e gaout eus a zaou-c’hant leo ha pelloc’h.

Eun devez, e govezour, evit anaout e zantelez, a zifennas outan parean an dud klanv a deue davetan, war zigare, emezan, ma veze re aneze ha ma rent trouz en iliz. Jozef a zentas ha ne bareas den ebet ken. Mes ar c’hovezour a zigouezas d’ezan terri e c’harr, nebeut goude, hag a oe pareet gant e benitant ; adalek neuze, Jozef en devoe ôtre d’ober miraklou adarre, evel diagent.

An drouk-spered kounnaret o welet ar vad a rê, a ’n em lakas da wall-gas e gorf. Meur a wech, e oe pilet gantan. Ouspen ar miraklou a rê, Jozef a anaveze ive an amzer da zont, hag embann a reas de e varo, pell arôk ma tigouezas.

Menel a reas klanv an 8 a viz meurz 1702. D’an 22, e oe roët d’ezan e zakramanchou divezan. Goulenn a reas ma vije kanet dirakan ar Stabat mater ; neuze, e zaoulagad troët warzu ar c’hrusifi, e varvas en peuc’h, d’an 23 a viz meurz 1702.

Pi X hen lakas etouez ar zent, da ze gouel ar Yaou-Bask 1909.