Pajenn:Perrot - Alanik al Louarn.djvu/9

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ




Lizer Paeroniez


Skrivet gant an Aot. VALLÉE, Rener Kroaz ar
Vretoned, da oberour Alanik al Louarn


Sant-Briek, d’ar 26 a viz Eost 1905.


Aotrou ha Kenvroad ker.

Va ali a c’houlennit diganen diwar-benn ho pez nevez Alanik al Louarn. O paouez e lenn emaoun. ha biskoaz — ne ket evit rei mel e lavaran kement-se ; ar wirionez n’eo ken — biskoaz gant lennaden vrezonek ebet n’em oa kemeret kement all a blijadur. Rag, mar deo gall danvez ho labour, an doare m’ho peus displeget anezhan a zo breton-rik… breton penn-kil-ha-troad ! Nag a skrivagner, en hon amzer, dreist holl pa gemeront diwar ar gallek danvez o skrijou, a chom ganto, evel pa vije bet peget ouz kroc’hen o spered, stumm ar C’hallaoued, ar stumm-ze skord, disliv, treut ha maro,

Teusk evel advern eur c’hi,

evel ma leveromp e Treger ! Ho stumm-c’hwi, en enep, a zo founnus, beo ha yac’h, maget ma ’z eo gant spered ar Vro ha gwriziennet e deun ene Breiz-Izel. Dre-ze ho prezonek, hag hen reiz-mad, a chom atao freaz ha poblus : ha, pa wezit e vravaat c’hoaz dre varella ho tivizadegou gant kant ha kant a grenn-lavariou, a doareou hag a skeudennou-lavar, a rimadellou hag a fentigellou plijusoc’h an eil eget eben, e skoït eün war ar galon hag e tiskennit don e spered ho lennerien.

Ha c’hoaz, var va meno, kaëroc’h ho peus great eget sevel eur pez-c’hoari mat en eur brezonek ar c’houeka : Eur gentel ho peus roët, eun hent nevez ho peus digoret da varzed ho Pro.

Gwir eo, ar re-man o deus savet eun eost founnus a beziou-c’hoari, a welomp o tiwana a bep tu, en-dro d’eomp, war hon douar santel a Vreiz-Izel. Pa zellomp, avad, ouz an eost-ze n’omp ket