Pajenn:Pemp pezh-c’hoari berr.djvu/70

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
70
AN DAKENN DOUR


KATO

Me ?


AR BAOUREZ

Ya vat, ha den ebet nemedoc’h.


KATO

Met na ran...


AR BAOUREZ

Grik !... Lavaret em eus deoc’h e oa va zro da gomz... Pa viot gant ho pried, mar deu dezhañ da grozal, d’ober poan deoc’h gant ur ger garv bennak, kemerit raktal leizh ho kenou eus an dour sorset- mañ, ha kaer en devo ar paotr c’hoari e ziaoul, kerkent e torro dezhañ...


KATO

Hola vat ! Poan am eus o krediñ ac’hanoc’h !


AR BAOUREZ

Ne werzhañ ket va dour, hen reiñ a ran evit mann; en anv Doue, gant se ne gollot ket nemeur, mar karit ober un taol-esa...


KATO

Ar wirionez a zo ganeoc’h !... Neuze ’ta e kemerin leizh va genou a zour, hogen pegoulz e rankin evañ anezhañ ?


AR BAOUREZ

O salokras !... n’evit ket anezhañ !... Mirit an dour dalc’hmat en ho kenou, keit ha ma vo ho kwaz en ho kichen... Ma c’houlenn ganeoc’h tra pe dra, roit dezhañ pezh a c’houlenno... ho kenou leun a zour !... Mar deu dezhañ sevel e vouezh, ma fell dezhañ bezañ divergont, ma ra goap, ma tou Doue, n’eus forzh, ho kenou leun a zour sorset !