Pajenn:Pemp pezh-c’hoari berr.djvu/69

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
69
AN DAKENN DOUR


n’eus forzh piv... Hag ouzhpenn se, mar diboagnit ac’hanon, ne gollot ket ho tevezh...


AR BAOUREZ

Ho ten, am eus aon bras, a zo klañv... Ya met, ho tro a zo bremañ da devel... Ya, klañv eo ho pried ha me a zo gouest d’e wellaat.


KATO

Penaos ’ta ?


AR BAOUREZ

Bez’ hoc’h eus aze ur vured vihan ?


KATO

Ya vat, n’eo ket se a vank din.


AR BAOUREZ

Roit anezhi din ’ta !... (Kato a ya da gerc’hat ur vured ; ar baourez a denn diouzh he faner ur voutailhad dour) Hemañ, va merc’hig, a zo dour sorset...


KATO (en ur c’hoarzhin)

Oho ! Gwiiho ne gemer takenn dour ebet en e c’henou, pe vez sorset pe ne vez ket !


AR BAOUREZ (o lakaat leun ar vured a zour)

Met, n’eo ket ho ten a evo diouzh an dour-mañ.


KATO

Piv ’ta, neuze ?


AR BAOUREZ

C’hwi, va merc’hig !