Pajenn:Pemp pezh-c’hoari berr.djvu/67

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
67
AN DAKENN DOUR


e roin deoc’h an aluzon evel ec’h eo dleet, hogen da c’hortoz, azezit amañ !


AR BAOUREZ

Penaos emañ ar bed ganeoc’h ?... Tud klañv hoc’h eus? Diouzh traoñ ar c’hra e kleven unan bennak o krial hag o ouelañ !


KATO

Den klañv ebet n’eus em zi, met un tammig muioc’h e vije bet amañ ur c’horf marv...


AR BAOUREZ (spontet en he sav)

Ur c’horf marv ?


KATO

Chomit en ho koazez !... C’hwi a zeuio ganin da dest.


AR BAOUREZ

Da dest ?... evit petra ?


KATO

Setu petra ! Va den en deus, emezañ, c’hoant da derriñ din va fenn a daolioù troad-skourjez... (Ar baourez a sav en he sav hag a fell dezhi ’mont kuit) Chomit aze ’ta, a lavaran deoc’h !


AR BAOUREZ

Ya, met ma tapan ur mestaol bennak ivez, war ar marc’had ?


KATO

N’hoc’h eus ket ezhomm da gaout aon !... Biken ne gredo ober dirak an estren…